30 milliard evit « Paris bras » !

ImageN’eo ket bet votet c’hoazh lezenn an digreizennañ met un dra ‘zo sur koulskoude: lakaet eo bet « Pariz bras » en e roud. Hiriv eo bet kinniget lodenn ar raktres anvet « Grand Paris express ». Tost 30 miliard a zo postet dija evit sevel 72 ti-gar ha 200 kilometrad a hent-houarn. Kroget ‘vo an traoù e 2014 hep gortoz ali ar rannvroioù all. 

Gwir eo eo ekologour ar raktres-mañ… evit ar Barizianed! Met evidomp? Rak eo gwir ivez, kêrbenn ar Republik ne anavez ket mui Bro Frañs! N’eus ket nemet plas evit ar c’hêrioù bras el lezenn ‘zo bet raktreset. Plas ebet evit ar broioù evel Breizh pe Euskadi… Ma n’eus ket tu da vevañ hep tremen dre Bariz, petra ‘dalvez « ingalded an tiriegezhioù » (ministrerezh Cécile Duflot)? Perak e c’hortozomp-ni bloavezhioù-pad evit kaout ur gwir politikerezh evit an energiezh e Breizh? Perak eo ken diaes mont deus ar Su betek Hanternozhor bro gant an tren daoust eo ken aes mont betek Pariz? Perak ez eus statud ispisial evit Pariz, evit Bro Elzas, evit Bro Gorsika, evit Lyon pe Marseille , ha pa c’houlennomp ur statud ispisial evit Breizh n’eus ket tu abalamour d’ar Stad  bezañ « unvan »? Perak? Savet eo bet ar Republik tro-dro Pariz, kredapl eo abalamour da se. Evit ar jakobined e vo e-giz-se da viken. 

Kompren a reomp eo pouezus evit ar Barizianed mont da labourat aesoc’h, met marteze e vije bet efedusoc’h c’hoazh rannañ al labour gant ar re all? Un dra-all evit echuiñ: ‘neus ket tu sevel d’ur vro hep galloud ha mat e vefe rannañ anezhañ ivez! Gant galloud e vo krouet labour. Ar c’hontrol a zo gwir ivez. 

 (vous ne lisez pas le breton? https://udbjeunes.com/2013/03/11/ecriture-et-bilinguisme/ )

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion / Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion / Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion / Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion / Changer )

Connexion à %s