Brezhoneg war goloioù hol lizheroù: nann d’an dismegañs!

UDBY_gwenRe yaouank UDB a sav krenn a-enep d’an diviz bet kemeret gant Post Bro-C’hall a embann ne vo ket gouest ken da lenn ar brezhoneg war goloioù al lizheroù. Kement-se peogwir e vo adaozet an « didoueziañ lizheroù ».   Dija oa bet taol ganas maer Plougerne, eñ, n’houl ket lakaat anvioù brezhoneg evit anvioù straedoù e gumun; ha bremañ eo tro servijoù un aozadur a labour evit an holl geodeded da skeiñ gant ar brezhoneg hag an anvioù-lec’h  en hor yezh.

Servijoù ar Post a c’houlenn gant ar Vretoned dilezel hêrezh hon tadoù kozh peogwir e vodernont o mekanikoù. Ar bed o treiñ war an tu kontrol eo!  Da gregiñ zo e tle ar sevenadur e Bro-C’hall plegañ dirak melestradur ar Stad. Bez vije ar prantad ma veze gallekaet an anvioù-lec’h e brezhoneg o tont en-dro?

Re yaouank UDB a fell dezhe degas da soñj eo servijoù ar Post a rank plegañ da ezhommoù o fratikoù ha n’eo ket ar c’hontrol. Ma n’eo ket gouest mekanikoù an « didoueziañ lizheroù » da intent brezhoneg – int-i direnket gant ar skraboù a zo  pa vez skrivet hor yezh- , e vo dav kempenn anezhe, dezhe da c’hellout « lenn brezhoneg ». N’omp ket evit degemer ma vo berzhet an anvioù e-giz:  « Kerroc’h », « Ploumanac’h », pe  « Penmarc’h » , pe c’hoazh « Aber-Wrac’h ». Ar brezhoneg zo ur yezh vev, daoust d’ar pezh a gred embann servijoù ar Post.

Mouezh re yaouank UDB : GR.

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion / Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion / Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion / Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion / Changer )

Connexion à %s